retour à la page d'accueil

pages 353-354-355-356

 

Pages 353-354-355-356

*******

Trizekvet devez a viz Mae

SANT BRIEG

Eskob (417-510)

Kentan patron eskopti Sant-Brieg

-------

Brieg a deuas er bed, en Breiz-Veur, war-dro ar bla 417. Pac'h eas sant Jermen da brezek di, evit ar wech kentan, e oe roët d'ezan da gelenn gant e dad.

C'houezek vla goude, pa zizroas (447), e velegas hag e kasas anezan d'e vro. Brieg a gonvertisas neuze e dud hag e anaoudegez. Sevel a reas manati al Lann-Vras, hag e ren a reas epad daou-ugent vla.

Er bla 485, e tiskennas en Bro-Arvor hag e touaras gant e eiz hag eiz-ugent manac'h en aber ar Goued. En kichen, en park an derven, e oa eur Breizad-all o chom gant e dud, e hano Rhigal. Eur pennad a oa ne oa ket yac'h; Brieg, gant daouzek eus e venec'h, a yeas d'e gaout. Rhigal hen anavezas raktal evit bezan e genderv.

« Sell 'ta, emezan, heman eo Brieg, ma c'henderv, doktor bras ar gristenien, ken brudet e-touez Bretoned Tremor ; Doue hen digas, hep mar ebet, d'am farean ! »

En em vriata a rejont gant teneridigez. Brieg a lakas Rhigal da evan dour fresk binniget evitan, ha gant an evaj-ze e boan a dec'has. Rihgal, dre anaoudegez vat, hag evit miret Brieg en e gichen, a roas d'ezan ar maner en devoa savet en park an derven hag an douarou a oa stag outan, hag en em dennas en eur rann-all eus e leve, en Plouhelion, a oe leshanvet diwar neuze Lez-Helion.

Brieg a 'n em lakas da zevel eun iliz en plas ar maner roët d'ezan gant e genderv, ha tro-war-dro d'ezi, eun daou-c'hant lochen bennak evit e venec'h. Ar gêriaden-ze eo a deuas da vezan, gant an amzer, kêr Sant-Brieg.

Brieg a lakas e venec'h da brezek ar relijion tro-war-dro d'e vanati, hag hen e-unan a dôle plê, gwellan m'halle, ouz o labouriou.

Dek vla ha pevar-ugent a welas, ha d'an oad-ze, pa n'helle mui ober hent war droad, e valee en eur c'harr.

Eun devez, o tizrei eus eun dachen 'oabet o weleta-bell, e kane psalmou, azezet en e garr, hag ar venec'h, en e rôk, a ziskane.

An noz a deue; en eun toi, ar venec'h a dav hag a dec'h, hag en o lec'h, an abad santel a wel eur renkennad bleidi, lemm o skilfou, lemm o lagad, oc'h ober an dro d'ezan hag o klask sailhat war an ejenned a oa sternet ouz e garr. Ar zant a zav e zorn, hag ar bleidi, kerkent, a goue d'an daoulin dirakan, evel evit goulenn o fardon. Mes pa hellas d'ar venec'h aonik tostât ouz o abad, ar bleidi ne felle ket d'eze o lezel.

An treo a badas evelse epad an noz. An de war-lerc'h, eun neventi a zigouezas. Eur Breizad, e hano Konan, o tont eus Breiz-Veur, a oa o paouez douaran gant e zoudarded. Paganed 'oant ha kenvroïz da Vrieg.

Konan, o welet an abad santel gant e varo gwenn ha hirr, azezet war e garr evel war eun trôn, ar bleidi goue daoulinet dirakan o viret ouz ar venec'h da dostât, a lavaras d'e dud :

- Sellet ta ! sellet ta !

- Gwelet a reomp ! eme ar re-man, ken sebezet hag hen.

Konan hag a oa deut da c'houzout e oa an den koz-ze eur manac'h, eur beleg kristen, marteze e genvroad, a lavaras d'ezan : « Tad, tad, ni ne fell d'imp kaout Doue-all ebet nemet da hini ! Red eo dit non badezi holl aman ! »

Evel pa ne vije bet o c'hedal netra nemet ar ger-ze, evit digeri dor e brizon, Brieg a c'hourc'hemennas kerkent d'ar bleidi en em denn, hag a gomzas neuze laouen ouz Konan. Gourc'hemenn a reas d'ezan ha d'e dud yun epad seiz devez; epad ar seiz devez-ze, e kelennas aneze, ha d'an eizvet, e roas d'eze ar vadeziant.

Koulskoude, an abad santel a dostae e dermen. Ar c'houec'hvet kantved a oa digor (510). Eur c'hannad a deuas da bark an derven da zigemenn da Vrieg mont da welet Rihgal a oa klanv.

En em gavet en Lez-Helion, ar manac'h a roas d'e genderv bara ar vue a bado da viken hag a lavaras d'ezan kenavo er baradoz. Dizro d'e vanati, ne zaleas ket da dremen e-unan. (1)

---------------------

(1) An devosion evit kentan pastor eskopti Sant-Brieg a zo bet neveaet gant an otrou Fallières, eskob er bla 1893. 'Barz 'n eul lizer kaset eur bla arôk da holl gristenien e eskopti, e roas urz d'ober eur gest, de sul ar Pantekost, en holl ilizou evit adsevel chapel sant Brieg, bet adgrêt dija e kerz ar XVt kantved, ha kouezet, kouls lavaret, en he foull.

A-unan gant ar chapel e oe adsavet ar gouel. Gant sakridigez an ôtrou Dubourg, hirie arc'heskob ar Vretoned, e oe lidet an hini kentan, ar 16 a viz ebrel 1893. Aboue eo bet grêt bep bla, an eil zul goude Pask, herve gourc'hernenn an ôtrou Fallières.

*******

KENTEL

Bue ar Venec'h

Ar Vretoned, pa zouarjont en Arvor, a oa dija kristenien; n'o devoa ken beleien nemet beleien-menec'h. Ar veleien-ze eo a brezegas ar fe d'an Arvoriz hag a roas dorn d'ar Vretoned da zevel eur Vreiz neve war zouar Arvor. 0 bue a oa rannet etre tri dra : al labour-spered, al labour-korf hag ar beden.

Kerkent hag eiz heur ec'h eent d'o devez; darn a yee da labourat koad; darn da labourat houarn. Pep-hini a re ar vicher a ouïe ar gwellan; nikun ne chome hep gonid e vara diouz c'houezen e dâl.

Ar venec'h speredekan a renke labourat gant o c'horf, kenkouls hag ar re-all. Da der heur, e teued d'ar manati hag e kroged el labour-spered; darn a studie, darn a skrive ha darn a rê skol, rak ouz pep manati e oa eur skol, ha ne oa nemet ar venec'h o skola ar vugale, en amzer-ze. Da c'houec'h heur, e kaned ar gousperou hag e vije koan : bara, lez, pesked, uou ha mel, setu ar bevanz pemdeziek; tamm kig ebet, nemet a-wechou, d'ar zul. Goude ar pred, e veze grêt ar pedennou diouz an noz, ha pep-hini a 'n em denne en e beniti, d'ober eur gourvez; eur c'holc'hedad foen, hep linsel na pallen, setu ar gwele; gourvez ennan vije grêt, hep diwiskan an dilhad.

Da hanter-noz, e vezer dihunet hag ec'h eer d'an iliz da ganan an ofis; dizrei a rêr goude d'ober eun hun-all; kerkent ha goulou-de, e oa an eil sao, hag ec'h eer da bedi, betek ma teue an heur da stagan gant al labour-korf

Setu aze ar vue kalet a renas ar zent koz a grouas ar vro-man. En de a hirie, tud berr-wel ha fallakr a glask, gwasan m'hellont, diskar ar pez o deus savet, en eur lakat ar Vretoned da dec'hel diouz al labour, diouz ar vro ha diouz Doue.

Mes daoust d'an dud-ze ha d'an amzer, Breiz-Izel ne varvo ket : ni chomo ar pez m'omp bel laket gant Doue.

Micher hon zadou e vo hon micher; yez hon zadou e vo hon yez; Doue hon zadou e vo hon Doue.

Eus ar pez o deus anzavet, ne nac'hfomp netra; eus ar pez o deus krouet, a-unan gant an eskibien vras hag ar venec'h gwenn, n'ez ay netra e traou; kempenn, neveât ha kaeràt ar pez o deus grêt eo a fell d'imp, dre Hon Zalver Jezuz-Krist.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica