retour à la page d'accueil

pages 507, 508, 509

Pages 507, 508, 509

*******

Pempzekvet devez a viz Gouere

SANT HERRI

Impalaer (972-1024)

------------


Herri a Jermani, eilvet eus an hano-ze evel roue, kentan evel impalaer, eo an divezan a oe kurunet eus familh duked ar Sax, dibabet gant Doue, en dekvet kantved, da beur-ober labour santel ar prins Charlemagn hag ar pab sant Leon III.

Herri a deuas er bed en kastel Abaudi, en kichen stêr an Danub, d'ar 6 a viz mae 972. Mab oa da Herri, duk Bavier, ha da Jizel, merc'h roue Bourgogn.

Bezan en devoe an eurvat da vezan savet en doujanz Doue gant e vamm, ha da vezan kelennet gant sant Volfang, eskob Ratisbon. Heman a oa e baëron hag a lakas da ziwan en e galon ar vertuziou bras a zo red da gaout evit ren ervat ar boblou. Er bla 1002, pa varvas Othon III en Rom, en e vla warn-ugent hepken, ar brinsed bodet en Werla a hanvas Herri, duk Bavier, da roue.

D'ar 6 a vezeven war-lerc'h, e oe sakret gant arc'heskob Mayans. Er mare-ze, ne oa ket êz gouarn an Alamagn, ken lodennet ma oa etre prinsed, duked ha komted a veze dalc'h-mat o stourm an eil ouz egile.

Boleslas, roue ar Pologn, ne baouezas ket, betek ar bla 1018, da lammat dreist harzou e rouantelez, da zismantr ar c'hêriou hag ar mêziou. Ter gwech, Herri a renkas sevel soudarded evit ober d'ezan mont war e giz. Mes a dra zur, ma c'hallas Boleslas ober kement-se a reuz, eo dre m'en em zave bepred prinsed Luxembourg, breudeur-kaer Herri, en e eneb, en eur ober evelse kalz droug d'o bro, d'o roue ha d'eze o-unan. Evel ar Pologn, an Itali ne fëlle ket d'ezi senti, hag he devoa hanvet eun den kalonek, mes kri meurbed, Arduin, markiz Ivre, da roue. Herri, goude bezan e drec'het, a oe kurunet roue an Itali gant Arnulf, arc'heskob Milan.

Er bla 1012, ar pab Sergius IV a varvas, ha Beneat, eus familh Tusculum, a oe dibabet en e blas. Mes familh Crescenzi a hanvas eun all, Gregor. Beneat, dibabet da gentan, a oa ar pab gwirion. An impalaer Herri, gant e arme, a reas da C'hregor kemer an tec'h, ha Beneat VIII, chomet e-unan en Rom, a oe anavezet gant an holl.

Pa zigouezas Herri hag e zoudarded dirak kêr, Beneat a deuas d'e ziarbenn gant e veleien hag e bobl. Kinnig a reas d'ezan eur voul aour, eur groaz aour warnezi. D'ar 14 a viz c'bouevrer 1014, Herri a oe kurunet impalaer, en iliz-veur Sant-Per.

Arduin, o sonjal en eur vue gwelloc'h eget hini ar bed-man, a 'n em dennas en manati Fruttuaria, savet gant e dud. Lezel a reas war an ôter e zilhad hag e gurunen a roue, evit gwiskan saë ar venec'h.

D'an 20 a viz gwengolo 1870, an Itali he deus bet ar vez da welet eur roue o tastum, dre an toull grêt er Porta pia, ar gurunen stlapet gant Arduin war ôter Fruttuaria.

Koulskoude, Herri, c'houec'h vla goude m'oa dizroët eus e gurunedigez, a glevas e oa ar C'hresianed o tismantr douarou an Iliz.

Digouezout a ra adarre en Itali ; trec'hi ra e enebourien ha diframman ra digante bro ar Pouilh.

Evel n'en devoa bugel ebet, rak e bried hag hen a veve evel breur ha c'hoar, e reas e zonj da rei e holl vadou da Jezuz-Krist. Sevel a reas eun eskopti en Bamberg, er Bavier. En iliz-veur e lakas chalonied eus a Urz sant Augustin, hag en kiehen, ar rouanez Kunegond a zavas ive eur manati eus a Urz sant Beneat.

Kerzet a reas bepred dorn-ouz-dorn gant ar pab Beneat ; n'en devoa nemet eur c'hoant, klask en pep tra gloar Doue, eürusted e bobl, en eur ober d'ezan dilezel e zizurziou ha senti ouz lezennou an Iliz.

Diskaret a oe gant ar maro, d'an 13 a viz gouere 1024, d'an oad a zaou vla ha hanter-kant.

E gorf a oe sebeliet en Bamberg, gant kalz a lid, ha goude eleiz a viraklou c'hoarvezet war e ve, ar pab Eujen lit a lakas e hano war roll ar zent, er bla 1152.

--------------

BOKED

Ar re a zo er renkou uhelan er bed-man a ro tro da eleiz a dud d'en em zalvi pe d'en em zaoni.

Evel ma teu o nesan da gemer skouer warneze, e c'hallont bezan en gortoz da bignal ulhl er baradoz, pe da ziskenn don en ifern.

SANT FULJANS.


*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica