retour à la page d'accueil

pages 618-619

Pages 618-619

********

Trede devez a viz Gwengolo

SANT FIAKR

Patron ar Jardinerien (VHet kantved)

*******

Fiakr, ginidik eus an Iverzon, a dec'has eus e yro, en kreiz e yaouankiz, hag a deuas gant eun nebeut mignoned da gaout sant Faron, eskob Meaux, da c'houlean digantan eul lec'h distro d'ober pinijen.
An eskob santel a gasas an divroad yaouank en eur c'hoad en devoa, diou leo bennak diouz Meaux.

Eno, Fiakr a zavas eur manati evit rei digemer ennan d'ar bardonerien ha d'an dremenidi, ha tostik d'ezan, mes distag koulskoude, eur peniti evitan e-unan hag eun ti-bidi en enor d'ar Werc'hez Vari. Rannan rê gant ar beorien ar frouez a zastume diwar eun dachen eus ar c'hoad, en devoa dizoloët ha grêt douar-labour anezi.

Ar vrud eus e vertuziou a yeas buhan dre ar vro, hag an dud klanv hag an dud mac'hagnet a veze douget en harz e dreid. Awalc'h oa d'ezan astenn e zaouarn warneze evit o farean.

Chillen, eur c'henvroad kar d'ezan, goude bezan bet o pardonan en Rom, o vezan klevet hano anezan, a deuas d'e welet hag a chomas da vevan gantan eur pennad.

Fiakr a varvas, war-dro ar bla 670, hag a oe sebeliet en e dibidi. E ve a deuas da vezan brudet dre ar miraklou a c'hoarvezas war e dro. Eun niver bras a rouaned hag a rouanezed a roas profou kaer evit kempenn arched e relegou, a oa gwechall unan eus ar re gaeran a oa en Frans. Er bla 1641, ar rouanez Anna 'n Autrich a deuas, war he zroad, eus Monceaux da Zant-Fiakr, evit e drugarekât da vezan roët d'ezi eur mab, da vezan pareet he fried Loeiz XIII, p'oa bet klanv en Lyon, ha da vezan he fareet he-unan, p'oa bet klanv gant eur c'hlenved ha ne ouie ar vedesined netra ebet dioutan. Loeiz XIV, ar roue bras, a yeas gant e bried da bardonan da Zant-Fiakr, en miz gouere 1683; tri bla goude, oe red flanchan anezan, 'n eun doare danjerus. Bossuet, an eskob brudet, a deuas neuze da Zant-Fiakr da gommans eun naved evitan, a oe peurc'hrêt gant ar venec'h.

Eleiz a zent, hag en o zouez sant Visant a Bol ha sant Fransez a Zal, a yeas ive da bardonan da Zant-Fiakr; sant Fransez a lakas stagan ouz ar be eun ex-voto hag a weler c'hoaz.

-------------------

BOKED


Me 'm eus plantet, Apollon en deus douret; Doue, avat, eo en deus laket an treo da greski.
An hini a blant n'eo netra, nag an hini a zoura; an hini a lak an treo da greski, Doue, hennez eo a ra pep tra,

SANT POL I. AD, COR. III. 6. 7.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica