retour à la page d'accueil

pages 702, 703, 704

pages 702, 703, 704

*******

unnekvet devez a viz Here

Sant Tarakus, Sant Probus ha sant Andronikus

Merzerien ar Silisi (304)

------------

An dra-man a c'hoarvezas epad an dekvet brezel a reas impalaered Rom d'ar gristenien.

Tarakus, eur zoudard koz, ginidik eus a Glaudiopolis, Probus, eun den pinvidik eus a Zida, hag Andronikus, eun dijentil yaouank ginidik eus a Ephes, tri gristen mat, a oe chadennet en Pompeiopolis. Maximin, gouarner ar Silisi, a glaskas o lakat da nac'h o fe. Mes koll a reas e amzer ; ar gristenien a zalc'has start. Setu aman an drede loden eus o frosez.

Maximin a lavaras : « Galvet ar gristenien fallakr. » 

An oflser Demetrius a respontas : «Aman emaent, Otrou.» 

Maximin a lavaras d'ar c'hosan aneze :

- Evit pellât diouzit tourmanchou neve, kinnig ezans d'an doueou.

- Lavaret am eus d'ec'h, eme Darakus, en Tarb da gentan, hag en Mopsuest goude, e oan kristen, ha kristen on bepred. Kredet ac'hanon, ar wirione a zo ganin.

- Paour kez a zo ac'hanout, re divezat e vezo d'it kaout keun p'am bezo grêt d'it mervel en kreiz an tourmanchou.

- Keun am bije pell zo, ma vije bet dleet d'in kaout. Galloud a teus war ma c'horf, gra outan 'vel a gari.

- Kroget ennan ha laket-han en kroug, ma torro e bennad sod.

- Ma vijen bet foll,e vijen deut da vezan ken fallakr ha te.

- Breman pac'h out en kroug, sent ; anez ze, az pezo an tourmanchou a veritez.

- Gra 'vel a gari.

- Kredi rez, marvat, e teuio, pa vi maro, eur goz wrac'h bennak da enori da gorf ha d'hen balzami gant louzeier c'houez vat, mes bez dinec'h, ne chomo ket eur begad eus da relegou.

- Gra d'in gouzanv ar pez a gari arôk ma maro, ha gra ouzin 'vel a gari, goude ma maro.

- Tommet laonennou houarn ha laket-e d'ezan war e beultrin.

- Hag e rafes kant gwech gwasoc'h, ne laki ket ac'hanon da zerviji da zoueou.

- Digaset eun ôten, ha troc'het e ziskouarn ; touzet e benn ha laket warnan glaou beo.

- Ma diskouarn zo diframmet, mes re ma c'halon a vir o nerz.

- Diskroc'hennet, gant an ôten, e benn milliget ha laket warnezan glaou beo.

- Hag e tiskroc'hennfes ma c'horf penn-da-benn, ne zilezin ket ma Doue, a ro d'in nerz da c'houzanv da venviou diaoulek.

- Laket an houarn ru dindan e ziou c'hazel.

- Ra zello Doue ouzit, ha ra varno ac'hanout hirie.

- Den milliget, pesort Doue a bedez-te ? Lavar !

- Eun Doue hag a zo 'n az kichen ha n'anavezez ket, hag a roio da bep-hini diouz m'en devo grêt.

- Kaset anezân d'ar prizon ha miret-han a-benn gourennadeg al loened, varc'hoaz.

Prosez Probus a zo henvel awalc'h ouz hini Tarakus, nemet e kavas Maximin eun doare neve d'e heskinat :

- Grêt d'ezan, emezan, evan gwin an idolou, ha laket en e c'henou eun tamm kig diwar an ôter.

- Otrou Jezuz, Mab an Doue beo, a youc'has Probus, sell ouz ar pez a rêr d'in ha bez ma barner.

- Poan 'teus bet, paour kez zo ac'hanoùt, ha koulskoude, teus tanvaet treo ar zakrifis. Petra ri breman ?

- Ne teus ket gonezet kalz a dra o lakat ac'hanon, dre heg, da gemer restajou da zakrifisou, rak Doue a oar ma mennoz.

- Sod zo ac'hanout, lavar e ri dre gaer ar pez teus grêt dre heg, hag e vezo torret d'it da chadennou.

- Nan.

Neuze Maximin a reas roudennan divesker ar merzer gant an houarn ru ha toullan e zaouarn gant tachou ; goude oe kaset d'ar prizon hag e oe digaset Andronikus. Heman, p'en em gavas, a oe stonket gant c'houez ponner ar c'hig rostet a oa el lez-varn.

Maximin a glaskas, da gentan, e c'honid dre gomzou flour, ha rei d'ezan da gredi o devoa an daou verzer-all nac'het o Doue.

Andronikus a respontas d'ezan ne oa nemet eur gaouiad. Neuze e oe grêt eun tântad tan paper endro d'ezan ha laket an houarn ru etre e vizied.

- Diskiant, enebour Doue, diskibl Satan, a lavaras an dijentil yaouank, ma c'horf a zo lôsket, mes arabad d'it kredi am efe aon ouzit. Doue a zo ennon, dre Jezuz-Krist, ha disprizout a ran ac'hanout.

- N'ouzout ket eta, eme Vaximin, e oa an den-ze a bedez eun torfetour hag a zo bet staget ouz ar groaz war urz ar gouarner Pilât ?

- Ro peuc'h, rak ne zere ket ouz eun den eveldout komz eus Hennez.

Maximin a grede bepred e c'hallje dont a benn eus Andronikus. Gourc'hemenn a reas lakat bara ha gwin ar sakrifis en e c'henou, evel da Brobus :

- Breman, da vihanan, emezan, teus tanvaet aneze.

- Ra vefet kastizet, c'houi hag ar re o deus roët galloud d'ec'h d'am labean gant ho sakrifisou.

- Penn fall 'zo ac'hanout ! Evelse eo e kredez milligan an impalaered, kemend-all a beuc'h evel o deus digaset er bed !

Komz eus a beuc'h a oa brao, pa oa poullet ar gwad kristen en holl lez-varniou ar rouantelez.

- O milliget am eus, eme ar merzer kalonek, hag o milligan a ran, an everien gwad-ze, o deus dismantret ar bed. Ra deuio dorn an Otrou Doue d'o c'hastizan, mac'h auavezfont an droug o deus grêt d'e zervijerien.

Maximin, et er-mêz anezan e-unan, a reas terri dent ha troc'han teod Andronikus. An de war-lerc'h, gant Probus ha Tarakus, e oe stlapet d'al loened goue da zispenn. O eneou a nijas d'an nenv. Doue a wiskas d'eze saë al levenez hag a lakas war o fenn kurunen ar gened (304).

----------------

KENTEL

Micher ar zoudard

Micher ar zoudard a zo eur vicher enorus, abalamour d'ar madou bras m'eo karget da zifenn, mes ar vicher-ze ive a zo eur vicher danjurus meurbed, ha meur a hini, siouaz, a weler o koll o-unan enni ar madou int karget da ziwal d'ar re-all.

Koll a reont a-wechou bue o c'horf, war dachen ar brezel, mes ar c'holl-ze a zo eun enor, hag ar c'hrislen, pa gouez en emgann, a zastum eur gurunen.

Meur a hini, siouaz, a weler o koll, er c'hazern, madou o ene, hag an dra-man eo ar gwasan.

Kaer o deve, pôtred yaouank, eun tad hag eur vamm gristen bezan kemeret poan ganec'h d'ho sevel ha d'ho luskellat war o barlen en karante hag en doujanz Doue ; kaer o deve bezan tôlet evez warnoc'h, epad blaveziou kentan ho yaouankiz, ha bezan roët d'ec'h a bep seurt skoueriou mat, labouret ha poaniet o devo ganec'h, hep frouez ebet, epad ugent vla, ma ne labouret ket hoc'h-unan, d'ho tro, d'en em viret war hent ar fumez.

Ar zoudarded kristen, gwechall, a veze gwell gante mervel mil gwech kentoc'h eget nac'h o Doue eur wech, ha c'houi a ve gwelet, hiniennou ac'hanoc'h, ouz hen ober, gant aon rak eur mousc'hoarz.

Peseurt danve a zo eta oc'h ober ac'hanoc'h, kristenien ken bresk evel mac'h oc'h ?

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica