retour à la page d'accueil

pages 785, 786, 787

pages 785, 786, 787

*******

Daouzekvet devez a viz Du

SANT MARTIN

Pab ha merzer (649-653)

---------------

Martin, ginidik eus a Dodi, en Toskan, a deuas da vezan brudet abred e-touez beleien Rom dre e ouiziegez hag e zantelez.

Ne oa c'hoaz nemet avieler pa oe kaset evel kannad da Gonstantinopl.

Da varo ar pab Theodor, er bla 649, e oe hanvet da bignal war Gador sant Per.

An Iliz he devoa neuze da stourm ouz eun nebeut heretiked a c'hoantae rei da gredi ne oa en Jezuz-Krist nemet eur volonte. Konstant II, impalaer Konstantinopl, a oa a-du gante. Difennet an evoa, gwir eo, lavaret n'eus en Jezuz-Krist nemet eur volonte, mes er memes amzer e tifenne lavaret e oa diou, evel pa vije gallet kuz ar wirione, pa ve hano eus ar fe.

Ar pab sant Martin a vodas, en eur c'honsil, pemp eskob ha kant en Rom, a gondaonas an heretiked hag an impalaer. Embann a reas e oa en Jezuz-Krist diou volonte, bolonte Doue ha bolonte an den, evel ma oa ennan diou natur. Eul lizer-meur a roas da anaout an neventiou-ze d'ar bed kristen.

Konstant, pa glevas petra oa digouezet, ac'h eas kement a zrouk ennan, ma roas urz da gas raktal ar pab eus a Rom da Gonstantinopl; eno e oe grêt dismegans d'ezan en pep doare, ha stlejet dre ruiou kêr gant eur gorden en e c'houg.

En eul lizer a skrivas er mare-ze, e lavar :

« Seiz devez ha daou-ugent so, n'eus ket roët d'in eur banne dour, na tomm na yen, evit en em walc'hi; krenan ran gant ar riou ha ma nerz a ya diganin. Klanv on bet war ar mor, hag abaoue n'on ket yac'h. Brevet eo ma c'horf; bec'h am eus o chom 'n em zav. Rukun am eus ouz kement a ve kinniget d'in da zibri.»

Goude bezan tremenet tri miz en prizon Konstantinopl, Martin a oe harluet er C'hersonez. Ar gernez a oa er vro-ze, p'en em gavas enni.

«Komz a rêr eus a vara, a lavar ar pab santel en unan eus al lizeriou a gasas ac'hane da Rom, mes aman ne weler ket al liou anezan. Ne chomfomp ket beo, ma ne ve digaset d'imp hepdale eun draïg bennak eus an Itali pe eus ar Pont. Ne deu d'imp netra nemet ar pez a deu gant ar bagiou a ve aman o kerc'hat holen. Betek-hen, n'am eus gallet prenan nemet eur boellad gwiniz, ha c'hoaz eo koustet d'in pevar bez aour. Souezus eo pegement on ankouaet gant ar re o deus anavezet ac'hanon gwechall en Itali. Ma n'eo ket êz d'eze rei gwenneg ebet d'in, e c'hallfent, da vihanan, digas d'in ed, ioul ha treo-all hag a zo red evit bevan. Goulenn a ran digant Doue, dre zant Per, ma teurvezo ho tiwal diouz peb droug, hag ho miret start er gwir fe. Evit ar pez a zell ouz ma c'horf paour, Doue a ouezo teurel plê warnezan. An Otrou zo tost; n'eo ket mat d'in fallgaloni. Fizianz am euz e teuio, en e drugare, da lakat hepdale fin d'am bue.»

Pedennou ar pab santel a oe selaouet; mervel e reas d'ar 16 a viz gwengolo 653. E relegou a oe digaset divezatoc'h d'an Itali, hag a 'n em gavas en Rom d'an 12 a viz du; abalamour da ze, e rêr e ouel bep bla da genver an de-ze.

-------------------

KENTEL

An Iliz ne fazi ket

An Iliz he deus testeniou da ziskouez ne fazi ket.

Da gentan, hi eo Jezuz-Krist war an douar. Savet eo gantan evit lavaret d'an dud ar pez o deus da gredi pe d'ober evit bezan salvet.

Jezuz-Krist n'hall ket fazian, rak hen eo mammen ar wirione; nag an Iliz eta, kennebeut.

D'an eil, an Iliz n'hall ket fazian, rak Jezuz-Krist en deus lavaret e vije ganti, bemde, betek fin ar bed : Et ecce vobiscum sum omnibus diebus, usque ad consummationem sœculi.

D'an trede, an Iliz n'hall ket fazian, rak Jezuz en deus lavaret e vije ar Spered-Santel o kelen anezi : « Pedi a rin ma Zad hag e roo d'ec'h eur Frealzour-all da chom ganec'h bepred; hennez a gelenno ac'hanoc'h : « Ille vos docebit omnia

- War betra ne fazi ket an Iliz ?

War ar pez en deus lavaret Jezuz-Krist, quœcunmque dixero vobis, na muioc'h, na nebeutoc'h. An Iliz ne fazi ket war ar pez a zo red da gredi pe d'ober evit bezan salvet.

- Piou, en Iliz, ne fazi ket ?

An Ebestel hag an eskibien war o lerc'h, ecce vobiscnm sum, pa vezont holl a-unan.

- Piou, en Iliz, ne fazi ket c'hoaz ?

Per, rak Jezuz-Krist en deus lavaret d'ezan : « Te eo Per. da lavaret eo, men, ha war ar men-ze, me ziazezo ma Iliz, ha galloud an ifern n'hallo biken bezan trec'h d'ezi.»

Ar pab a c'hall pec'hi; lavaret a ra bemde e Gonfiteor, ha goude e varo, e lavarer pedennou an anaon evit delivrans e ene; ar pab a c'hall pec'hi, rak eun den eo, mes ar pab n'hall ket fazian, rak er skol eman gant ar Spered-Santel.

Ar wirione-ze, harpet war ar skiant vat, war ar Skritur-Zakr ha war gelennadurez an Tadou, a zo deut da vezan eun artikl a fe abaoue konsil-meur ar Vatikan, er bla 1870.

En Iliz eman Kador ar Wirione.               

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica