retour à la page d'accueil

pages 861, 862

Pages 861, 862

*******

Daouzekvet devez a viz Kerdu

Sant Korantin

Kentan Eskob Kemper

-----------------


En amzer gwechall, en koad Neved, en kreiz Bro-Gerne, le veve daou vanac'h, unan koz hag unan yaouank : Primel ha Korantin.

An hini koz, Primel, dre n'evoa feunteun ebet en kichen e lochen, a renke ober eur gwall bennad hent bernde, en eur jilgammat, evit mont da gerc'hat dour.

An hini yaouank, er c'hontrol, an evoa eur feunteuu eus ar re sklêran harp ouz e beniti, hag eur pesk burzudus ebarz. Bemde, war alavarer, e troc'he eun tamm anezan, hag a-benn an de war-lerc'h, e veze  adarre en e bez. Eur wech ma oa Gralon, roue ar Gerneviz, o chaseal al loened goue, e tigouezas gantan en em gaout, skuiz-rnaro ha naon-du d'ezan, dirak peniti sant Korantin. Ar manac'h a ôzas d'ar roue eun tamm eus e besk. Gralon, dre anaoudegez vat, a roas neuze d'ar manac'h santel al loden eus ar c'hoad bras a deuas divezatoc'h da vezan parouz Ploudiern, en harz ar Mene-Hom. Kaeroc'h a reas ; kas a reas ar manac'h da Dour, hag e oe sakret eskob war Bro-Gerne. Pa zizroas da Gemper, Gralon a lezas gantan e balez da zervijout da iliz.

« Ter sklerijen gaer, a lavar eur skrivanier koz, a baras neuze 'us da veneziou Bro-Gerne, pa oa Gralon, Korantin ha Gwennole o terc'hel enni ar renk kentan.

« Gralon oa ar roue ; gouarn a rê gant furnez an Argoad hag an Arvor. Korantin oa an eskob ; terri a rê sec'hed ar bobl o rannan etrezan evaj presius ar fe. Gwennole oa ar manac'h, ha dre e vertuziou dispar e veritas bezan lezhanvet tad ar venec'h. »

Korantin a varvas en fin ar bempvet kantved. En e iliz-veur, en Kemper, e virer c'hoaz eun askorn bras eus e vrec'h.

----------------


KENTEL

Peden d'ar Seiz Sant

O seiz sant a Vreiz vihan, kaeran bleuniou hon gouenn, 

Eus bar skedus an nenvou, selaouet hon goulenn, 

Levenez ha karante skuilhet war douar Breiz ; 

Miret enni kudennet hon yez koz hag hon feiz.

War ho peziou burzudus, ebestel Breiz-Izel,

hon tudou koz anaoudek o deus, gant o c'hizel,

Savet ilizou dispar, eo enne eun dudi

D'ec'h selaou ar Vretoned diredet d'ho pedi.

En Breiz-Izel, en aner n'ho peus ket labouret,

An had kouezet eus ho torn, gwriziou don o deus grêt,

Ha daoust d'an avel-ifern a zourc'houez en pep bro,

hon fe a chom start bepred, evel hon gwe dero.

Ni fell e ve Breiz-Izel evel m'ho peus hi grêt,

Gant he fe, he brezoneg, he giziou koz bepred.

Ni fell bezan anavet evit ho pugale,

Hag en hent merket ganec'h, ni boanio da vale.

Keit ha m'en dô Breiz-Izel ar mor glas da c'houriz,

Ho yez santel vo komzet ha karet gant Breiziz.

Ha d'e gomz pa baouezfont, vo nemet da c'hedal

E gomz ganec'h da viken, pa vefont er bed-all.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica